Degemer Mat war  THE BOX

Ur goulenn 'zo ganit?


goulennoù krennarded      respontoù tud a vicher

SMS: 06 50 83 82 02         MAIL: thebox29@live.fr

chat.jpg
 
Nouvelle carte the box recto.jpg

Diwar-benn THE BOX

Ar stignat The Box 'zo unan eus ostilhioù savet gant ar strollad labour Kizidik. Ger-stur ar rouedad tud a vicher eus Kreiz Breizh 'zo « asambles diarbennomp poan bred ar re yaouank ».

Pal pennañ ar strollad-mañ 'zo diarbenn ar poan bred hag ar c'hoant emlazhañ. Ar preder, an eskemm skiant prenet hag a fed lakat e plas darvoudoù diarbenn 'zo steuñv labour an holl frammoù ezel eus Kizidik. En o zouez e kaver an ULAMIR Ster-Aon, an SDAY, Kuminiezh Kumunioù Kerne Uhel, ar PAEJ Oxyjeunes, Ti kêr Karaez, ar greizenn steuñviñ genel ha desevel ar familhoù (KSGDF), ar greizenn obererezh sokial an departamant (KOSD) ha kuzul departamant Penn ar Bed


Kinniget vez ul lec'h neutrel a zegas un aelgerc'h evit bezañ en e aes da gaozeal, hinienel ha dianav a-benn kenober evit mad ar yaouankiz. Respontoù tud a vicher 'vo kaset d'o goulennoù.

Posubl eo bezañ titouret hag henchet davet frammoù pe oberourien arbeniket.




 

Penaos e ya en-dro ?

Kasit deomp ur gemenadenn dre vail/sms/chat evit sevel ho koulennoù diwar-benn ar garantez, an digenvez, an alkol, an drammoù, an hilastaliñ, ar familh, ar butun, ar poan bevañ, istim an unan, kleñved tapet dre zarempredoù rev hag all.
Ur bodad lenn 'zo tud hag a labour gant krennarded, en o zouez psikologourien, animatourien, edukatourien ispisialiset, amiegezed, kuzulierezed war an ekonomiezh hag ar familh, klañdiourezed ha skoazellerezed sokial.

Nouvelle carte the box verso.jpg
 

Goulennoù Respontoù

Ul listennad goulennoù savet alies hag ar respontoù a ya asambles 'zo bet dastumet evit kaout un diskoulm prim. Ma ne gavit ket respont ebet d'ho koulenn, skrivit deomp hag e vo respontet deoc'h an abretañ ar gwellañ.

Petra vez graet eus kemennadennoù bet kaset da the box?

Peseurt politikerezh prevezded 'zo gant the box?